Iskevrennad eus | data stream |
---|---|
Anv berr | стриминг |
Diaz embann | streaming service |
Pleustret gant | online streamer |
Implijet gant | streaming media receiver |
Ar streaming (diwar ar verb saoznek to stream, « embann ul luskad dizehan ») a vez graet eus un doare embann dafar implijet e bed an urzhiataerioù hag ar poellgomzoù. Alies e vez ar gasadenn war-eeun ("live") met a-wechoù e vez un diforc'h bihan etre ar c'has hag ar sevel.
Implijet-tre war Internet hag ar rouedadoù pellgomz hezoug, ar streaming a ro an tu da sellet ouzh ul luskad video pe son (Video On Demand) e-pad ma vez skignet. Disheñvel eo neuze diouzh an embann o tremen dre ur bellgargadenn eus restroù lec'h ma vez ret pakañ holl lodennoù ur video evit gellet sellet anezhi.